Kan hengounel Breizh Izel

Pal ar stal-mañ a zo derc'hel ha diorren ar c'han hengounel, dre bleustriñ ar c'han-bale, ar c'han-debriñ, ar c'han ha diskan koulz ha kan a-boz, gwerzhioù, o pleustriñ ar c'hanaouennoù-mañ en un endro eus ar re blijusañ.

Gouestlet eo ar stal-mañ da gement hini a fell dezhañ pe dezhi deraouiñ ha dudi o pleustriñ ar c'han brezhonek. Deskidi ar brezhoneg a c'hell kaout o gont dre ma z eo ar c'han un doare plijus hag efedus da glotañ gant an deskiñ-yezh.

 

Pep yaou adalek 7e45 noz e vez buhezet ar stalioù gant kaner al « Loened Fall », brudet e-touesk ar rederien fest-noz ac'hanoc'h: Ronan Gueblez.

Evit gouzout hiroc'h, mont e darempred gant Joel Bodennek :
plgz : 06 84 61 30 76
postel :