N'eo ket ken aeset-se kavout e Roazhon lec'hioù ma c'heller komz brezhoneg eno. Pal ar stal-mañ a zo kinnig d'ar vrezhonegerien ul lec'h, ur prantad-amzer, un emgav-sizhuniek gouestlet d'ar re a fell dezho brezhonegañ ha klevout brezhoneg.
Dalc'het e vo an emgav-mañ, e brezhoneg penn da benn, e kelc'h keltiek Roazhon met bez e c'hello ivez degouezhout e lec'hioù all: tavarn, ti an dud, kreiz-kêr hag all … Savet eo an stal-mañ evit a re a blijo dezho deskiñ brezhoneg en-dro da demoù liesseurt. Ur dañvez disheñvel a vo kinniget bep sizhun. Buhezet e vo ar stal-mañ gant ur c'helenner brezhoneger.
Dalc'het e vo ar c'haozadennoù bep merc'her adalek 7e30 da noz.
Evit gouzout hiroc'h, mont e darempred gant Joel
Bodennek :
plgz : 06 84 61 30 76
postel :
