
Pal ar stal-mañ a zo aesaat implij ar brezhoneg d'ar skolidi, gant poelladennoù dre skrid, dre lenn ha dre kaozeadennoù e-pad abadennoù dañvezel brezhonek (predoù, festoù-noz...).
Un implij a c'hoarioù (sifroù, rimadelloù, kanaouennoù...) a zegas er c'hentelioù ur spered dudius a-bouez-krenn evit ur c'helenn dedennus hag efedus, dreist-holl evit an deraouidi. An hentenn-labour « Ni a gomz brezhoneg » gant Mark Kerrain eo, a vez implijet ganeomp.

Pep meurzh, adalek 7e15 noz, e vez kentelioù hervez ho live, e savadurioù Kelc'h Keltieg Roazhon.
Evit gouzout hiroc'h, mont e darempred gant Yveline
Martin :
plgz : 06 80 32 24 60
postel :
