
Laz-kanañ vrezhonek nemeti en Il ha Gwilun, « Kanerien Roazhon » eus kevrenn «Yezh a gan» a zo he c'hoant brudañ ar c'han hengounel e Breizh Uhel.
Gouestlet eo al laz-kanañ da gement hini a fell dezhañ pe dezhi kaout plijadur o kanañ en ur strollad. Anaoudegezh ar brezhoneg n'eo ket dav, an ton hag ar son, ne lâran ket ! Daoust da se, kemer perzh en ul laz-kanañ a c'hell bout un hent a gaso da zizoleiñ ar brezhoneg, ha gant se, c'hoant da vont pelloc'h ganti.
Buhezet e vez ivez gant «Kanerien Roazhon» lies abadenn sevenadurel, e Bro Roazhon koulz hag en Il ha Gwilun.

Pep meurzh, adalek 8e noz e vez pleustret, e savadurioù Kelc'h Keltiek Roazhon.
Evit gouzout hiroc'h, mont e darempred gant Thérèse
Lansonneur :
plgz : 06 84 10 62 55
postel :
Géraldine Vincent :
tél : 06 76 25 98 91
e-mail :
